Klotenn


Ur glotenn zo graet gant ur son, pe ur soniad, a zo heñvel e dibenn daou c'her disheñvel, a lakaer e diwezh gwerzennoù : a-wechoù div werzenn, a-wechoù muioc'h. An testennoù gant klotennoù a vez renket er gennad lennegel a reer ar varzhoniezh anezhi. Ar c'hlotennerezh eo a vez graet eus an doare da sevel klotennoù.

Skouer: teir gwerzenn gant ur glotenn.

Mab ar c'hadour a lavare
A lavare d'e dad ur beure
Marc'hegerien war-lein ar bre
Barzaz Breiz, gant Kervarker.

Klotennoù a gaver

Diazez ar werzaouriezh (pe ar gwerzaouiñ) eo bet ar glotenn, el lennegezh vrezhonek koulz hag e hini yezhoù ar broioù nes da Vreizh en amzerioù modern. E penn ar Grennamzer e veze dalc'het da stumm latin ha gresianek ar werzaouriezh diazezet war bepeiladur ar soniadoù hir hag ar sonioù berr. Ar varzhoniezh latin e Breizh (Marbod ha Maronad Yezekael, da skouer) a zo skouerioù an hengoun-se.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search